Embannadurioù

DVD “Daet eo genin !”

Kinnig a ra Kerlenn Sten Kidna amañ ur benveg nevez evit monet àr-raok get ar yezh. E bal pennañ a zo gwellaat ar c’hompren dre selaou.

15 tem a-zivout ar vuhez a-vremañ, tri stumm evit pep hini (A2, B2, C2), 45 video dishañval en holl enta ha 88 min da selaou :

  • enrollet get tud a veur a dachad a vro Gwened ;
  • 7 poelladenn evit pep live, 315 en holl ;
  • testennoù ar c’haozioù get notennoù àr ar c’heriaoueg ;
  • etrefas brezhoneg-galleg ; videoioù, poelladennoù ha testennoù e brezhoneg hepken.

C’hwi a gavo amañ dindan ur video é tisplegiñ deoc’h petra a ya d’ober danvez hon DVD, ha penaos e ya en-dro

(izelaet eo bet kalite skeudennoù ar video kuit d’ar fichennaoueg bout re bounner. Ur bochad spisoc’h e vo ar skeudennoù a c’helloc’h gwelet àr ho skramm).

Pochette du DVD Daet eo genin