A BLASENN DA BLASENN

Gwener 03.07.2026

Trouz a safar : baleadenn kanet, kontet, sonet.

Kanet ‘vo, c’hoarzhet ‘vo ! Un droiad get ur bochad traoù kaer ha dic’hortoz da gavout. Bout e ‘vo sonerion, konterion ha kanerion a volonte vat doc’h ho kortoz evit un nozvezh plijus, e galleg hag e brezhoneg.
Digor eo da razh an dud evit netra, dait niverus enta da gemer plijadur !

Gwener 03.07, 8e g.m, plasenn an iliz , Pleuwigner.

Digor d’an holl, a-vat. Aozet get Ksk Kerlenn Sten Kidna